Geneliezh 14
14
Pennad 14
Abram en em gav dirak Melkizedek
1En amzer Amrafel roue Shinear, Arjok roue Ellazar, Kedorlaomer roue Elam, ha Tideal roue Goim,
2e c'hoarvezas ma rejont brezel enep Bera roue Sodom, Birsha roue Gomora, Shineab roue Adma, Shemeber roue Zeboim, ha roue Bela, a zo Zoar.
3Ar re-mañ holl en em zastumas e traonienn Sidim, a zo Mor an Holen.
4E-pad daouzek vloaz e sentjont ouzh Kedorlaomer, met d'an trizekvet bloaz en em savjont.
5D'ar pevarzekvet bloaz, Kedorlaomer hag ar rouaned a oa gantañ a zeuas hag a bilas ar Refaim en Ashterod-Karnaim, ar Zuzim en Ham, an Emim e Shave-Kiriataim,
6hag an Horianed war o Menez Seir betek El Paran d'ar gouelec'h.
7Neuze, o tistreiñ, e teujont da En-Mishpad, a zo Kadesh, hag e piljont holl vro an Amalekited, hag ivez an Amoreaned a oa o chom en Hazazon-Tamar.
8Neuze, roue Sodom, roue Gomora, roue Adma, roue Zeboim, ha roue Bela a zo Zoar, a yeas hag en em renkjont e linenn a-enep dezho e traonienn Sidim,
9a-enep Kedorlaomer roue Elam, Tideal roue Goim, Amrafel roue Shinear, hag Arjok roue Ellazar: pevar roue a-enep pemp.
10Bez' e oa e traonienn Sidim kalz a buñsoù a der-douar. Roue Sodom hag hini Gomora a dec'has hag a gouezhas enno; ar re all a dec'has d'ar menez.
11Neuze e kemerjont holl binvidigezhioù Sodom ha Gomora hag o holl vevañs, hag ez ejont kuit.
12Kemer a rejont Lot mab breur Abram a oa o chom e Sodom gant e vadoù, hag ez ejont kuit.
13Un tec'her a zeuas da lavarout da Abram an Hebread. Eñ a oa o chom e dervennoù Mamre, an Amorean breur Eshkol ha breur Aner, ar re o doa un emglev gant Abram.
14Pa glevas Abram e oa prizoniad e vreur, ec'h armas tri c'hant triwec'h eus e dud leal, ganet en e di, hag ez eas war-lerc'h ar rouaned-se betek Dan.
15Neuze, o vezañ lodennet e dud, en em daolas warno en noz, eñ hag e servijerien, hag e pilas anezho. Mont a reas war o lerc'h betek Hoba, a zo a-gleiz da Zamask.
16Degas a reas gantañ an holl binvidigezhioù. Degas a reas ivez gantañ Lot e vreur, e vadoù hag e wragez ivez, hag ar bobl.
17Roue Sodom a zeuas a-raok dezhañ pa zistroas goude bezañ trec'het Kedorlaomer hag ar rouaned a oa gantañ e traonienn Shave, a zo traonienn ar Roue.
18Melkizedek#14:18 = roue ar Reizhder, roue Salem, a zegasas bara ha gwin. Hemañ a oa aberzhour an Doue Uhel-Meurbet.
19Bennigañ a reas Abram hag e lavaras: Benniget ra vo Abram gant an Doue Uhel-Meurbet, perc'henn an neñv hag an douar!
20Benniget ra vo an Doue Uhel-Meurbet en deus lakaet da enebourien etre da zaouarn! Hag Abram a roas dezhañ an deog eus pep tra.
21Roue Sodom a lavaras da Abram: Ro din an dud ha kemer ar pinvidigezhioù evidout.
22Abram a lavaras da roue Sodom: Sevel a ran va dorn etrezek an AOTROU Doue Uhel-Meurbet, perc'henn an neñv hag an douar,
23penaos ne gemerin ket zoken un neudenn pe ur gorreenn votoù, netra hag a zo dit, e doare na lavari ket: Me am eus pinvidikaet Abram. Netra evidon!
24Nemet ar pezh o deus debret an dud yaouank ha lod an dud a zo deuet ganin, Aner, Eshkol ha Mamre: ar re-se a gemero o lod.
Currently Selected:
Geneliezh 14: Koad21
Tõsta esile
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in