1
Sant Lucas 23:34
Testamant Nevez 1897 (Jenkins)
Mes Jesus a lavare: Va Zad, pardon dezhe, rag na ouzont ket petra a reont. Neuze, e lodenjont he zillad, hag e tenjont d’ar zort varnezhe.
Compare
Explore Sant Lucas 23:34
2
Sant Lucas 23:43
Ha Jesus a lavaraz dezhan: E gwirionez hen lavaran d’id, hirio e vezi ganen er barados.
Explore Sant Lucas 23:43
3
Sant Lucas 23:42
Hag e lavare da Jesus: Aotrou, bez sonj ac’hanoun, pa vezi antreet en da rouantelez.
Explore Sant Lucas 23:42
4
Sant Lucas 23:46
Ha Jesus, en eur grial gant eur vouez krenv, a lavaraz: Va Zad, etre da zaouarn e rentan va spered. Hag o veza lavaret kement‐se e varvaz.
Explore Sant Lucas 23:46
5
Sant Lucas 23:33
Ha pa oent erruet el leac’h hanvet Calvar (pen‐maro), e crucifijont anezhan eno, hag an dorfetourien, unan a‐zeo, hag egile a‐gleiz.
Explore Sant Lucas 23:33
6
Sant Lucas 23:44-45
Hogen ar c’houec’hved heur e oa, pe var‐dro, hag e teuaz tevalijen var an douar holl beteg an naoved heur. An heol a devalaaz, hag ar voal euz an templ a freuzaz dre he greiz.
Explore Sant Lucas 23:44-45
7
Sant Lucas 23:47
Ar c’hantener, o velet ar pez a oa c’hoarvezet, a rentaz gloar da Zoue, en eur lavaret: E gwirionez, an den‐ze a oa eun den just.
Explore Sant Lucas 23:47
Home
Bible
Plans
Videos