YouVersion Logo
Search Icon

Psalmou 18

18
XVIII PSALM.
1Me az karĂ´ Aotrou va ners.
2Ann Aotrou eo va roc’h, va leach kré; ha va dieuber; va Doué eo, va c’hen nerz, ha me a fisio enn han; va gwarez, ha galloud va zilvi-digez, lia va zour huel.
3Ann Aotrou a chalvinn, hen a dle beza meulet; hag euz va holl enebourien e vezinn dieubet.
4Eukreziou ar maro a zo deut enndro d’in ha froudennou ar ré fall ho deuz va spoun-tet.
5Eréou ann ifern a zo deut war va zrô; lindagou ar maro ho deuz va c’helc’hiet.
6Em glac’har em euz galvet ann Aotrou, hag em euz kriet etrezé va Doué: Hag hen en deuz klevet ouc’h va mou-ez euz he dempl santel; hag ar c’hri em euz great diraz-han, a zo eat enn he ziskouam.
7Ann douar a zo bet dilochet, hag en Deuz krenet: soliou ar menesiou a zo bet horjellet ha keflusket, o veza ma eo eat droug enn-ban out-hĂ´.
8Moged a zo savet euz he zifron; hag ann tan gwastuz euz he c’henou: glaou a zo het entanet diout han.
9Izeleet eo ann envou gant-han, ha diskennet eo, hag ann devalien a oa dindan he dreid.
10Hag hen a zo bet pin̄et war ar geruhi-ned, hag en deuz nijet; nijet en deuz war askellou ann avel.
11Lekeat en deuz ann devalien evid hé guza; war he drô ema he delt: doureier ten-val koummoul ann éar.
12Gand ar skéd a zo dira-z-han eo tre-menet ar c’hoummoul, ar c’hazarc’h, hag ar glaou tân.
13Ann Aotrou en deuz great kurun euz ann en̄v; hag ar Meurbed-uc hel en deuz roet he vouez; kazarc’h ha glaou tân.
14Kaset en deuz he zaesiou, hag hên en deuz ho skin̄et: taolet en deuz hé luc’hed, hag en deuz hô zrec’het.
15Ha mammennou ann doureier a zo en em ziskouezet, ha soliou ar bed a zo bet dizōloet gand da chourdrouz O Ao-trou, gand eur c’hou-ezaden euz a avel da vuanegez.
16Kaset en deuz diwar-laez, hag en deuz va gorreet, hag en deuz va zenuet euz a galz a zoureier.
17Va zennet en deuz a zaouarn va enebourien galloudek-braz, ha diouc’h ar ré a gasée achanoun: o veza ma voant kréoc’h eged-oun.
18Va diaraoget hô deuz é deiz va glac’-har; hag ann Aotrou a zo deut da warez d’in.
19Va lekeat en deuz er frankiz; va dieubet en deuz gand he ioul vad em c’henver.
20Ann Aotrou en deuz gopreet ac’ha-noun hervez va justis; hag hervez glanded va daouam en deuz roet d’in.
21Rak miret em euz henchou ann Aotrou, ha nounn ket bet fallagr e kenver va Doué.
22Rak he holl vamedigezou a zo bet diia-z-oun; ha n’em euz ket pelleet diouzin he gelennou.
23Bet ounn bet dibech diraz-han, hag en em viret a rann diouc’h va falla-griez.
24Ann Aotrou en deuz gopreet ac’ha-noun hervez va justis; hag hervez glanded va daouam dirag he zaoulagad en deuz roet d’in.
25Oud ar ré ho deuz truez e vezi truezuz: ha gand ar ré zinam e vezi dinam.
26Gand ar ré c hlân e vezi glân: ha gand ar re fallagr e teui da veza fallagr.
27Rag ar bobl glac’haret a zieubi; ha daoulagad ar re valc’h a izelai.
28Rag té eo a sklera va c’hleuzeur, ann Aotron va Doué a skleraiô va zela-vien.
29Rag gan-ez em euz redet dreist eur vanden; ha gant va Doné em euz lammet dreist ar vur.
30Dinam eo hent va Doué; dre ann tân eo bet tremenet geriou, ann Aotrou; ar gwarezer eo euz ar ré holl a laka hó fisians enn-han.
31Rak piou a zo Doué nemed ann Ao-trou? pe piou eo ar roc’h nemed hon Doué?
32Doué eo a laka ann nerz war va zro, hag en deuz lekeat va hent da veza dinam.
33Hen en deuz lekeat va zreid hen-vel out treid kirvi; hag en deuz va lekeat war al lec’hiou uc’hel.
34Hen a zesk va daouam d’ar brezel, é doaré ma-z-ez torret eur wareg arem gant ma divrec’h.
35Ha roet ez peuz d’in gwarez da zilvi-diges; hag az peuz va lekeat dindan da zourn deou, ha da hahaskded e deuz lekeat ac’hanoun braz.
36Ledet az peuz ann hent dindan va zreid: ha va zreid n’ho deuz ket kreuet a zindan oun.
37Moud a reaz war lerc’h va enebourien, hag em euz tizet anezhô; ha n’em euz ket distroet ken na oant bet distrujet.
38Brevet em euz anezho, ha na hellent ket choum enn-hĂ´ za; koueza a rejont din-dan va zreid.
39Lekeat az peuz nerz war-dro d’in evid ar brezel; hag az peuz lekeat da hlega dindan oun ar ré a enebé ouz-in.
40Lekeat az peuz va enebourien da drei hô c’hein d’in, hag em euz dispennet ar ré a gasée ac’ hanoun.
41Kriet ho deuz ha na oa den evid ho dieubi; oud ann Aotrou ho deuz kriet, ha n’en deuz ket ho selaouet
42Ho feltra a reaz evel ar poultr dirag ann avel; ho flastra a reaz evel fank ar ruiou.
43Dieubet az peuz ac’hanoun diouch enebiezou ar bobl; va lekeat az peuz da benn war ar broadou: eur bobl ha na ana-vezenn ket a zeuio dindan va beli.
44Kerkent ha m’en deuz va c’hlevet, en deuz sentet ouz-in: mipien ann estren a zo bet gaouiad em chenver.
45Mipien ann estren a gwevô, hag a vezo spountet enn lio le-c’hiou kuzet.
46Beô eo ann Aotrou; ha benniget eo va Doué: bezet meulet Doué va zil-vidigez.
47Doue eo a ro venjans d’in, hag a laka ar boblou din-dan va beli.
48Hen a zieub ac’hanoun diouc’h va enebourien: ia, hag a sav ac’hanoun dreist ar ré a eneb ouz-in: diouz euz ann den froudennez, az peuz dieubet ac’hanoun.
49Dre-ze Aotrou e’c’h ansavinn acha-nod, dirag ar Ientiled: hag e kaninn kanou-ennou d’as hano.
50Hen a ziskouez d’he Roué eur zilvi-digez braz; oc’h ober trugarez da Zavid he eoliet, ha d’he wenn da vikenn.

Currently Selected:

Psalmou 18: PS1873

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in