YouVersion Logo
Search Icon

Sant Lucas 1

1
CHABISTR I.
1O veza ma ho deuz kalz a dud en em lakeat da scriva histor an traou c’hoarvezet, hag anavezet mad evit beza gwir en hon touez; 2hervez ma’z int bet digasset beteg enomp gant ar re ho deuz ho‐unan gwelet anezhe adaleg ar pen‐kenta, hag a zo bet ministred ar Ger; 3em euz kavet mad ive, goude beza examinet tost an holl draou‐ze adaleg ar pen‐kenta, scriva anezhe d’id gant reiz, O Theofil, den meurbed mad; 4evit ma c’hanavezi ar wirionez divarben an traou a zo bet desket d’id.
5Bez’ e oa en amzer Herodes, roue ar Jude, eur beleg hanvet Zakarias, euz a renk Abia; he vreg a oa euz a lignez Aaron, hag he hano oa Elizabet. 6Just e oant ho daou dirag Doue, hag ec’h heullient holl gourc’hemenou hag ordrenansou an Aotrou, en eun doare divlam. 7N’ho doa ket a vugale, dre ma oa Elizabet heb frouez, hag e oant ho daou avanset en oad.
8Hogen, c’hoarvezoud a reaz en amzer ma rea Zakarias ar garg a veleg dirag Doue, pa oa deuet he dro en he renk, ma tigouezaz dezhan, 9dre ar zort, hervez ma oa ar c’hiz etouez ar veleien, mond en templ an Aotrou, evit offr an ezans. 10Hag ar bobl holl a oa er meaz o pidi, d’ar mare ma oat o tevi an ezans.
11Neuze eun eal euz an Aotrou en em ziskouezaz dezhan, en he za en tu deo euz a aoter an ezans. 12Ha Zakariaz o velet anezhan, a oe troublet, hag e crogaz ar spount enhan. 13Mes an eal a lavaraz dezhan: N’az pe ket a aoun, Zakarias; rag da beden a zo bet selaouet, hag Elizabet, da vreg, a c’hano d’id eur mab, hag e c’halvi he hano Ian. 14Eur sujet a joa hag a laouenedigez e vezo evidoud, ha kalz en em rejouisso euz he c’hinivelez. 15Rag braz e vezo dirag an Aotrou; na evo na gwin nag evach da vezvi e‐bed, hag e vezo leun euz ar Spered‐Santel, adaleg kov he vam; 16convertissa a rai kalz euz a vugale Israel d’an Aotrou ho Doue; 17hag e valeo dirazhan en spered ha gant nerz Elias, evit trei calonou an tadou ouz ar vugale, hag ar re na zentont ket da furnez ar re just, evit prepari d’an Aotrou eur bobl disposet mad.
18Ha Zakarias a lavaraz d’an eal: Euz a betra ec’h anavezinme kement‐se? Rag koz oun, ha va greg a zo avanset en oad? 19Hag an eal a respontaz dezhan: Me eo Gabriel pehini a choum dirag Doue; hag ez oun bet digasset da gomz ouzid ha da annonsi d’id ar c’helou mad‐man. 20Ha setu, te a ia da veza mud, ha na helli ket komz beteg an deiz ma c’hoarvezo kement‐se, abalamour n’ec’h euz ket credet d’am c’homzou, pere a vezo accomplisset en ho amzer.
21E‐pad an amzer‐ze, ar bobl a oa o c’hortoz Zakarias, a oa souezet, o velet ma talee ker pell en templ. 22Ha pa zeuaz er meaz, na helle ket komz outhe, hag ec’h anavezjont penaos hen doa bet eur vision en templ, rag rei a rea kement‐se da anaoud dezhe dre zin; hag e choumaz mud.
23Ha pa oe echuet deiziou he garg, e tistroaz d’he di. 24Eun neubeud deiziou goude, Elizabet he vreg a goncevaz; en em guzad a reaz e‐pad pemp miz, hag e lavare: 25Evel‐se eo hen deuz great an Aotrou em c’henver, en dervez ma hen deuz taolet he zaou‐lagad varnoun, evit lemmel an dismegans a oa varnoun dirag an dud.
26Hogen, er c’houec’hved miz, an eal Gabriel a oe kasset gant Doue en eur gear euz a C’halile, hanvet Nazaret, 27da eur verc’hez pehini a dlie dimezi da eur goaz hanvet Josef, euz a di David; hag ar verc’hez‐ze a oa hanvet Mari. 28Hag an eal, o veza antreet el leac’h ma edo‐hi, a lavaraz dezhi: Me a zalud ac’hanoud, te pehini a zo bet recevet en gras; an Aotrou a zo ganez; benniget oud e‐touez ar gragez. 29Hag hi, pa velaz an eal, a oe troublet gant he gomzou, hag e sonje enhi he‐unan petra sinifie eur salud evel hennes. 30Hag an eal a lavaraz dezhi: N’az pe ket a aoun, Mari, rag kavet ec’h euz gras dirag Doue. 31Ha setu, te a goncevo, hag e c’hani eur mab, hag e roi dezhan an hano a JESUS. 32Hennes a vezo braz, hag a vezo galvet Mab an Holl‐C’halloudec, hag an Aotrou Doue a roio dezhan tron David he dad. 33Ren a rai da viken var di Jacob, hag he rouantelez n’he devezo fin e‐bed.
34Neuze Mari a lavaraz d’an eal: Penaos e c’hoarvezo kement‐se, pa na anavezan goaz e‐bed? 35Hag an eal a respontaz dezhi: Ar Spered‐Santel a zeui varnoud, ha nerz an Holl‐C’halloudec a c’holoio ac’hanoud gant he skeud; dre‐ze ar bugel santel a vezo ganet ac’hanoud, a vezo galvet Mab Doue. 36Ha setu aze Elizabet, da geninterv, he deuz ive concevet eur mab en he c’hozni; hag he‐man eo ar c’houec’hved miz d’an hini a oa galvet difrouez. 37Rag n’euz netra impossubl da Zoue. 38Ha Mari a lavaraz: Setu aman servicheres an Aotrou; ra vezo great d’in hervez da lavar. Hag an eal a ieaz kuit diouthi.
39Neuze Mari a zavaz, hag a ieaz buhan da vro ar meneziou, en eur gear euz a Juda. 40Hag o veza antreet en ti Zakarias, e saludaz Elizabet. 41Ha kerkent ha ma klevaz Elizabet salud Mari, ar bugel a dridaz en he c’hov, hag Elizabet a oe karget euz ar Spered‐Santel. 42Hag o sevel he mouez, e criaz: Te a zo benniget etouez ar gragez, ha benniget eo ar frouez euz da gov. 43Hag a be‐leac’h e teu kement‐man d’in, ma teu mam va Aotrou d’am bizita? 44Rag kerkent ha ma c’hantreaz mouez da zalud em diou‐skouarn, ar bugel bihan hen deuz tridet gant ar joa em c’hov. 45Hag eürus an hini he deuz credet; rag accomplisset e vezo an traou a zo bet lavaret dezhi euz a‐berz an Aotrou.
46Neuze Mari a lavaraz: Va ene a veul an Aotrou, 47ha va spered a zo rejouisset en Doue, va Zalver; 48dre m’hen deuz sellet ouz stad izel he zervicheres. Ha setu divar‐vreman e vezin galvet eürus gant an holl generationou. 49Rag an Holl‐C’halloudec hen deuz great traou braz d’in; he hano a zo santel; 50hag he drugarez en em astenn euz an eil generation d’eben var ar re a zouj anezhan. 51Diskouezet hen deuz an nerz euz he vrec’h; disperset hen deuz ar sonjezonou euz a galon ar re ourgouillus; 52diskaret hen deuz ar re c’halloudec divar ho zron, hag hen deuz savet ar re dister; 53ar re ho doa naoun hen deuz karget a vadou, hag ar re binvidic hen deuz kasset kuit en goullo. 54Sicouret hen deuz Israel he zervicher, 55o kaout memor, hervez m’hen doa lavaret d’hon tadou, euz he drugarez e‐kenver Abraham hag he lignez da viken.
56Ha Mari a choumaz ganthi var‐dro tri miz; hag a zistroaz neuze d’he zi.
57Hogen, termen Elizabet o veza erruet, e c’hanaz eur mab. 58Hag he amezeien hag he c’herent, o veza klevet penaos hen doa an Aotrou diskouezet he drugarez en he c’henver, en em rejouisse ganthi.
59Hag o veza deuet d’an eizved devez da circonciza ar bugel bihan e c’halvent anezhan Zakarias, deuz hano he dad. 60Mes he vam a gomzaz hag a lavaraz: Nann, mes Ian e vezo galvet. 61Int a lavaraz dezhi: N’euz den etouez da gerent hag a zo galvet euz an hano‐ze. 62Neuze e c’houlenjont dre zin digant he dad penaos e felle dezhan e vije galvet. 63Ha Zakarias a c’houlennaz eun daolennic, hag a scrivaz ar c’homzou‐man: Ian eo he hano; hag holl e oent souezet. 64Rag‐tal he c’henou a zigoraz, hag he deod a zistagaz, hag e komze en eur veuli Doue.
65Hag e teuaz aoun braz d’ho holl amezeien, hag an holl draou‐ze a oe brudet dre holl vro meneziou ar Jude. 66Hag ar re holl a glevaz anezhe, ho dalc’haz en ho c’halon, hag e lavarent: Petra a vezo ar bugel‐ze eta? Ha dorn an Aotrou a oa varnezhan.
67Neuze Zakarias he dad a oe karget euz ar Spered‐Santel, hag e profetisaz, o lavaret:
68Benniget ra vezo an Aotrou, Doue Israel, dre ma hen deuz bizitet ha prenet he bobl, 69ha ma hen deuz savet evidomp eur Zalver galloudus, euz a di David he zervicher; 70hervez ma hen doa komzet, abaoe pell‐amzer, dre c’henou he brofeted santel; 71dre ma hen deuz delivret ac’hanomp euz hon inimied, hag euz a zorn ar re holl ho deuz kassoni ouzomp, 72evit diskouel he drugarez e‐kenver hon tadou, ha kaout memor euz he allians santel, 73da lavaret eo, euz al le a reaz da Abraham hon tad, 74ec’h accordje deomp, goude hon delivra euz a zorn hon inimied, ar c’hras da zervicha anezhan heb aoun, 75er zantelez hag er justis, en he brezans, e‐pad an holl deiziou euz hor buez. 76Ha te, bugel bihan, e vezi galvet profet an Holl‐C’halloudec; rag kerzet a ri dirag faç an Aotrou, evit prepari he hentchou, 77evit rei d’he bobl an anaoudegez euz ar zilvidigez, er remission euz ho fec’hejou, 78dre an antraillou euz a drugarez hon Doue, dre behini an heol, o sevel, hen deuz hor bizitet euz an neac’h, 79evit sclerijenna ar re a zo azezet en devalijen hag en skeud ar maro, hag evit bleina hon zreid dre an hent euz ar peoc’h.
80Hag ar bugel a greske hag a grenvae er spered; hag e choumaz en dezertchou beteg an deiz ma tlie beza diskouezet da Israel.

Currently Selected:

Sant Lucas 1: JEN1897

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in