Lukaz 20
20
Pennad 20
Galloud Jezuz
1Un devezh ma kelenne ar bobl en templ ha ma prezege an Aviel, ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien, o vezañ deuet, 2a gomzas outañ hag a lavaras dezhañ: Lavar deomp dre beseurt galloud e rez an traoù-se, pe piv en deus roet dit ar galloud-se? 3Eñ a respontas dezho: Me a c’houlenno ivez un dra ouzhoc’h. Lavarit din, 4badeziant Yann, ha dont a rae eus an neñv pe eus an dud? 5Int a soñje enno o-unan o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n’hoc’h eus ket kredet ennañ? 6Ha mar lavaromp: Eus an dud, an holl bobl hor meinataio, rak krediñ a reont e oa Yann ur profed. 7Dre-se e respontjont ne ouient ket a-belec’h e teue. 8Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut ne lavarin ket deoc’h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
Parabolenn ar winierien
9Neuze en em lakaas da lavarout d’ar bobl ar barabolenn-mañ: Un den a blantas ur winieg, he feurmas da winierien hag ez eas evit pell amzer en ur vro all. 10Da amzer ar frouezh e kasas unan eus e servijerien etrezek ar winierien evit kemer diganto frouezh ar winieg. Met ar winierien a gannas anezhañ hag e kasjont anezhañ kuit hep netra. 11Kas a reas dezho c’hoazh ur servijer all, met e kannjont anezhañ, e rejont dezhañ meur a zismegañs hag e kasjont anezhañ kuit hep netra. 12Kas a reas c’hoazh un trede, met int a c’hloazas anezhañ ivez hag en kasas kuit. 13Mestr ar winieg a lavaras neuze: Petra a rin? Kas a rin va mab karet-mat. Marteze p’en gwelint, e toujint anezhañ. 14Met ar winierien, o vezañ e welet, a soñjas enno o-unan o lavarout: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ evit ma vo an hêrezh deomp. 15Hag o vezañ e daolet er-maez eus ar winieg, e lazhjont anezhañ. Petra eta a raio mestr ar winieg dezho? 16Dont a raio da zistrujañ ar winierien-se hag e roio ar winieg da re all. O vezañ klevet kement-se, e lavarjont: Ra ne c’hoarvezo ket-se! 17Neuze Jezuz, o sellout outo, a lavaras dezho: Petra eta eo ar pezh a zo skrivet evel-henn: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c’horn? 18An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, ha friket e vo an hini a gouezho warnañ, evel poultr. 19Ar veleien vras hag ar skribed a glaskas lakaat o daouarn warnañ war an eur-se, met aon o doe rak ar bobl, rak ec’h anavezent penaos en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho.
Ar gwir da Gezar
20Oc’h evezhiañ anezhañ, e kasjont dezhañ spierien hag a rae an neuz da vezañ reizh, evit e dapout en e gomzoù, e sell d’e lakaat dindan beli ha galloud ar gouarnour. 21Ar re-mañ a c’houlennas digantañ: Mestr, gouzout a reomp e komzez hag e kelennez gant eeunder ha ne rez van a zen ebet, met e kelennez hent Doue hervez ar wirionez. 22Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar pe n’eo ket? 23Met eñ, oc’h anavezout o gwidre, a lavaras dezho: Perak e temptit ac’hanon? 24Diskouezit din un diner#20:24 1 diner = pezh arc’hant roman war-dro 4 g. Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a respontas: Eus Kezar. 25Neuze e lavaras dezho: Rentit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue. 26Ne c’helljont ket e dapout en e gomzoù dirak ar bobl, met, o vezañ souezhet gant e respont, e tavjont.
Diwar-benn an adsavidigezh a varv
27Hiniennoù a-douez ar sadukeiz, ar re a nac’h e vefe un adsavidigezh a varv, a dostaas hag a reas outañ ar goulenn-mañ: 28Mestr, Moizez en deus gourc’hemennet deomp ma teuje breur unan bennak da vervel o kaout ur wreg hep bugale, e vreur a zimezo d’ar wreg evit sevel ul lignez d’e vreur. 29Bez’ e oa eta seizh breur. An hini kentañ, o vezañ kemeret ur wreg, a varvas hep lezel bugale. 30An eil a zimezas gant e wreg hag a varvas hep bugale. 31An trede he c’hemeras ivez, hag o seizh en hevelep doare, hag e varvjont hep lezel bugale. 32Ha goude ar re-mañ holl, ar wreg a varvas ivez. 33Neuze en adsavidigezh a varv, a behini anezho e vo gwreg? Rak bet eo gwreg dezho o seizh. 34Jezuz a respontas dezho: Bugale ar c’hantved-mañ a zimez hag a ro da zimeziñ. 35Met ar re a vo kavet dellezek da gaout lod er c’hantved da zont en adsavidigezh a-douez ar re varv ne zimezint ket ha ne roint ket da zimeziñ. 36Rak ne c’hellint ket kennebeut mervel, abalamour ma vint heñvel ouzh an aeled ha ma vint mibien Doue, o vezañ mibien an adsavidigezh a varv. 37Met penaos ar re varv a adsav da vev, kement-se eo a ziskouezas Moizez pa c’halvas, dirak ar vodenn, an Aotrou, Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob. 38Rak Doue n’eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev, rak an holl a vev evitañ. 39Hag hiniennoù eus ar skribed, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, komzet mat ec’h eus. 40Ha ne gredent ken goulenn netra outañ.
Mab piv eo ar C’hrist?
41Lavarout a reas dezho: Penaos e lavarer ez eo ar C’hrist Mab David? 42David e-unan a lavar e levr ar Salmoù: An Aotrou en deus lavaret da’m Aotrou: Azez a-zehou din, 43betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid. 44David eta a c’halv anezhañ Aotrou, ha penaos eo-eñ e vab? 45Evel ma selaoue an holl bobl, e lavaras d’e ziskibien: 46Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet war ar marc’hallac’hioù, a gar ar c’hadorioù kentañ er sinagogennoù hag ar plasoù kentañ er festoù, 47a zismantr tiez an intañvezed hag a ra evit ar gweled pedennoù hir. Bez’ o devo ur varnedigezh gwashoc’h.
Currently Selected:
Lukaz 20: Koad21
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in