YouVersion Logo
Search Icon

Jakez 5

5
Pennad 5
Kemenn d’an dud pinvidik
1Bremañ c’hwi, tud pinvidik, gouelit ha laoskit kriadennoù abalamour d’ar gwalleurioù a ya da gouezhañ warnoc’h. 2Ho pinvidigezhioù a zo breinet hag ho tilhad a zo debret gant ar preñved. 3Hoc’h aour hag hoc’h arc’hant a zo merglet, hag ar mergl anezho a sav e testeni a-enep deoc’h hag a lonko ho kigoù evel un tan. Dastumet hoc’h eus un teñzor en deizioù diwezhañ. 4Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc’h eus dalc’het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù. 5Bevet hoc’h eus er blijadurezh hag en dudi war an douar, en em leuniet oc’h bet evel en un devezh a lazhadeg. 6Kondaonet hoc’h eus, lakaet hoc’h eus d’ar marv an hini reizh, ha n’en deus ket harzet ouzhoc’h.
Gortozit gant pasianted donedigezh an Aotrou
7Breudeur, gortozit gant pasianted donedigezh an Aotrou. Setu, al labourer-douar a c’hortoz gant pasianted frouezh prizius an douar, betek ma en devo resevet ar glav eus ar gentañ hag eus an diwezhañ amzer. 8C’hwi ivez, gortozit gant pasianted, kreñvait ho kalonoù, rak donedigezh an Aotrou a zo tost. 9Breudeur, na glemmit ket an eil a-enep egile, gant aon na vefec’h kondaonet. Setu, ar barner a zo e-tal an nor. 10Va breudeur, kemerit evit skouer a boan hag a basianted ar brofeded o deus komzet en anv an Aotrou. 11Setu, e tisklêriomp benniget ar re o deus gouzañvet gant dalc’hidigezh. Klevet hoc’h eus komz diwar-benn pasianted Job, ha ec’h anavezit an diwezh en deus roet an Aotrou dezhañ, rak an Aotrou a zo leun a drugarez hag a druez. 12Dreist-holl, va breudeur, na douit na dre an neñv, na dre an douar, na dre le all ebet. Met ra vo ho ya, ya, hag ho nann, nann, gant aon na gouezhfec’h er gondaonidigezh.
Pedenn ar feiz; an oleviadur
13Ha bez’ ez eus unan bennak poaniet en ho touez? Ra bedo. Ha bez’ ez eus unan bennak el levenez? Ra gano kantikoù. 14Ha bez’ ez eus unan bennak klañv en ho touez? Ra c’halvo henaourien an Iliz ha ra bedo ar re-mañ evitañ oc’h oleviñ anezhañ gant eoul en anv an Aotrou. 15Pedenn ar feiz a saveteo ar c’hlañvour hag an Aotrou en adsavo, ha mar en deus graet pec’hedoù, e vint pardonet dezhañ. 16Anzavit ho faotoù an eil d’egile ha pedit an eil evit egile, evit ma viot yac’haet. Pedenn c’hredus an den reizh he deus ur galloud bras. 17Elia a oa un den techet d’an hevelep gwanderioù eveldomp. Pediñ a reas start na gouezhje ket a c’hlav ha ne gouezhas ket a c’hlav war an douar e-pad tri bloaz ha c’hwec’h miz. 18Neuze e pedas a-nevez hag an neñv a roas glav, hag an douar a daolas e frouezh. 19Breudeur, mar pella unan bennak ac’hanoc’h diouzh ar wirionez ha mar deu unan all d’e zegas enni, 20ra ouezo penaos an hini en devo degaset ur pec’her diouzh hent an errol a salvo un ene eus ar marv hag a c’holoio un niver bras a bec’hedoù.

Currently Selected:

Jakez 5: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in