YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 6:1-4

Geneliezh 6:1-4 KOAD21

Pa voe deuet an dud da greskiñ war-c'horre an douar, ha ma voe ganet merc'hed dezho, mibien Doue, o welout penaos e oa koant merc'hed an dud, a gemeras gwragez a-douez ar re holl a blije dezho. An AOTROU a lavaras: Va Spered ne stourmo ket da viken gant an den rak n'eo nemet kig; e zeizioù a vo kant ugent vloaz. Ramzed a oa war an douar en amzer-se, hag ivez diwezhatoc'h, goude ma voe aet mibien Doue etrezek merc'hed an dud hag o doe roet dezho bugale. Ar re-se eo harozed brudet an amzer gozh.

Free Reading Plans and Devotionals related to Geneliezh 6:1-4