YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 31

31
Pennad 31
Tec'h Jakob; Laban a red war e lerc'h; o emglev
1Jakob a glevas komzoĂą mibien Laban, a lavare: Jakob en deus kemeret kement a oa d'hon tad, hag eus ar pezh a oa d'hon tad eo en deus dastumet an holl binvidigezh-se.
2Jakob a welas dremm Laban, ha setu, ne oa ken en e geñver evel diagent.
3An AOTROU a lavaras da Jakob: Distro da vro da dadoĂą hag etrezek da gerentiezh, ha me a vo ganit.
4Jakob a gasas da lavarout da Rachel ha da Lea dont d'ar parkeier etrezek an tropell.
5Lavarout a reas: Gwelout a ran n'eo ken dremm ho tad em c'heñver evel diagent, met Doue va zad a zo bet ganin.
6C'hwi a oar penaos em eus servijet ho tad gant va holl nerzhioĂą.
7Ho tad en deus graet goap ouzhin ha cheñchet dek gwech va gopr, met Doue n'en deus ket e lezet d'ober droug din.
8Pa lavare evel-se: Ar re vrizh a vo da c'hopr, an holl zeñved a rae oaned brizh. Ha pa lavare evel-se: Ar re varrennet a vo da c'hopr, an holl zeñved a rae oaned barrennet.
9Doue en deus kemeret loened ho tad evit o reiñ din.
10Hag e c'hoarvezas d'ar mare ma teue an deñved da dommañ, ma savis va zaoulagad hag e welis en un huñvre penaos ar bouc'hed a c'holoe an deñved a oa barrennet, brizh ha marellet.
11Ael Doue a lavaras din en un huñvre: Jakob! Hag e respontis: Setu-me amañ!
12Lavarout a reas: Sav da zaoulagad ha sell: an holl vouc'hed a c'holo an deñved a zo barrennet, brizh ha marellet, rak gwelet em eus ar pezh a ra Laban dit.
13Me eo Doue Betel; olevet ec'h eus eno ur peul ha graet din ur gouestl. Bremañ, sav, kae eus ar vro-mañ ha distro da vro da gerentiezh.
14Rachel ha Lea a respontas hag a lavaras: Ha bez' ez eus c'hoazh evidomp ul lod pe un hĂŞrezh e ti hon tad?
15Ha n'en deus ket hon istimet evel diavaezidi pa en deus hor gwerzhet ha zoken debret hon arc'hant?
16An holl binvidigezh en deus lamet Doue digant hon tad a zo deomp ha d'hor bugale. Bremañ eta, gra kement en deus lavaret Doue dit.
17Jakob a savas hag a lakaas e wragez hag e vugale da bignat war ar c'hañvaled.
18Kas a reas gantañ an holl loened hag an holl vadoù en doa dastumet, e loened e-unan en doa dastumet e Paddan-Aram, evit mont da gavout Izaak e dad, da vro Ganaan.
19Laban a oa aet da douzañ e zeñved ha Rachel a laeras terafim he zad.
20Jakob a douellas Laban an Aramean, o tremen hep lavarout dezhañ e c'hoantae tec'hout kuit.
21Tec'hout a reas eta kuit, eñ ha kement a oa dezhañ. Sevel a reas hag e tremenas ar stêr, hag ez eas war-zu Menez Galaad.
22D'an trede deiz e voe lavaret da Laban e oa aet Jakob kuit.
23Kemer a reas e vreudeur gantañ hag ez eas war e lerc'h e-pad seizh devezh bale, hag e tapas anezhañ e Menez Galaad.
24Met Doue a zeuas da gavout Laban an Aramean en un huñvre en noz hag a lavaras: Diwall da lavarout netra da Jakob, mat pe fall!
25Laban eta a dapas Jakob. Jakob en doa fichet e deltenn war ar menez, Laban a fichas e hini, gant e vreudeur, war Venez Galaad.
26Laban a lavaras da Jakob: Petra ac'h eus graet? Touellet ec'h eus ac'hanon ha degaset ec'h eus va merc'hed evel prizonidi a vrezel.
27Perak ez out aet kuit e kuzh, ec'h eus va zouellet ha ne'c'h eus ket kemennet ac'hanon? Ambrouget em bije ac'hanout gant levenez ha gant kanaouennoĂą da son an taboulinig hag an delenn.
28Ne'c'h eus ket va lezet da bokat da'm mibien na da'm merc'hed! Graet ec'h eus kement-se gant follentez.
29Me am eus em daouarn ar galloud d'ober droug deoc'h, met Doue ho tad en deus lavaret din en noz tremenet: Diwall da lavarout netra da Jakob, mat pe fall!
30Bremañ ez out aet kuit abalamour ma c'hoantaes adkavout ti da dad, met perak ec'h eus laeret va doueoù?
31Jakob a respontas hag a lavaras da Laban: Aon am boa ennon va-unan na'z pije lamet da verc'hed diganin,
32met an hini a vo kavet da zoueoù gantañ, ne vevo ket. Dirak hor breudeur, sell petra a zo dit em zi ha kemer ganit. Jakob ne ouie ket he doa o laeret Rachel.
33Laban a yeas e teltenn Jakob, e teltenn Lea hag e teltenn an div vatezh, ha n'o c'havas ket. Neuze ez eas kuit eus teltenn Lea hag ez eas e teltenn Rachel.
34Rachel he doa kemeret an terafim hag o lakaet e bas ar c'hañval, hag ec'h azezas warno. Laban a furchas an deltenn holl, ha n'o c'havas ket.
35Lavarout a reas d'he zad: Arabat fuloriñ va aotrou, met ne c'hellan ket sevel dirazout, rak bez' em eus ar pezh o deus ar gwragez ar c'hiz da gaout. Hag e klaskas met ne gavas ket an terafim.
36Jakob a yeas droug ennañ hag a dabutas gant Laban. Jakob a gemeras ar gomz hag a lavaras: Pehini eo va faot, pehini eo va fec'hed, evit ma ec'h eus va c'henredet gant kement a daerded?
37Furchet ec'h eus va holl draoù ha petra ac'h eus kavet eus holl draoù da di? Laka anezho amañ dirak va breudeur ha da vreudeur, ha ma varnint etrezomp hon daou.
38Setu ez on bet ugent vloaz ganit; da zañvadezed ha da c'hivri n'o deus ket diforc'het, ha ne'm eus ket debret maouted da dropell.
39Ne'm eus ket degaset dit loen diframmet ebet, va-unan am eus gouzañvet ar c'holl anezhi. Eus va dorn e c'houlennes ar pezh laeret en deiz hag ar pezh laeret en noz.
40Debret e oan gant ar sec'hded e-pad an deiz ha gant ar yenijenn e-pad an noz, hag ar c'housk a bellae eus va zaoulagad.
41Setu ez on bet ugent vloaz e-barzh da di. Da servijet em eus pevarzek vloaz evit da ziv verc'h ha c'hwec'h vloaz evit da loened, hag ec'h eus cheñchet dek gwech va gopr.
42Ma ne vije ket bet em zu Doue va zad, Doue Abraham, an hini a zouj Jakob, ez pije bremañ va c'haset kuit dibourvez. Doue en deus sellet ouzh va glac'har ha labour va daouarn, hag en deus da rebechet en noz tremenet.
43Laban a respontas hag a lavaras da Jakob: Ar merc'hed-se eo va merc'hed, ar vugale-se eo va bugale, an tropelloĂą-se eo va zropelloĂą, ha kement a welez a zo din. Ha petra a rin hiziv da'm merc'hed, pe d'ar vugale o deus ganet?
44Bremañ eta deus, greomp un emglev a-unvan, ha ra servijo da desteni etrezon-me ha te.
45Jakob a gemeras ur maen hag en lakaas en e sav evel ur peul.
46Jakob a lavaras d'e vreudeur: Dastumit mein. Kemer a rejont mein d'ober ur bern hag e tebrjont eno war ar bern.
47Laban en galvas Jegar-Sahaduta#31:47 = bern an testeni en aramaeg ha Jakob en galvas Galeed#31:47 = bern an testeni en hebraeg.
48Laban a lavaras: Ar bern-se a zo un testeni etrezon-me ha te hiziv. Setu perak e voe anvet Galeed,
49hag ivez Mizpa#31:49 = lec'h-evezhiañ, dre ma lavaras Laban: Ra eveshaio an AOTROU etrezon-me ha te pa vimp en em dennet an eil digant egile.
50Mar gwallgasez va merc'hed ha mar kemerez gwragez all nemet va merc'hed, setu, n'eus den ganeomp met Doue a vo test etrezon-me ha te!
51Laban a lavaras da Jakob: Setu ar bern-mañ ha setu ar peul-mañ am eus savet etrezon-me ha te.
52Ar bern-se a zo test, ar peul-se a zo test, penaos ne dremenin ket ar bern-se etrezek ennout ha penaos ne dremeni ket ar bern hag ar peul-se etrezek ennon evit noazout an eil d'egile.
53Ra varno etrezomp Doue Abraham, Doue Nakor, Doue o zad! Jakob a douas dre an Hini a zouje Izaak e dad.
54Jakob a ginnigas un aberzh war ar menez hag a bedas e vreudeur da zebriñ bara. Debriñ a rejont eta bara hag e tremenjont an noz war ar menez.
55Laban a savas beure-mat, a bokas d'e vibien ha d'e verc'hed hag o bennigas, hag ez eas. Evel-se, Laban a zistroas d'ar gĂŞr.

Currently Selected:

Geneliezh 31: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in