Geneliezh 28
28
Pennad 28
Jakob e Paddan-Aram. Huñvre Jakob
1Izaak a c'halvas Jakob, a vennigas anezhañ hag a c'hourc'hemennas dezhañ, o lavarout: Ne gemeri ket ur wreg e-touez merc'hed Kanaan.
2Sav, kae da Baddan-Aram, da di Betuel tad da vamm, ha kemer ur wreg ac'hane e-touez merc'hed Laban breur da vamm.
3Ra vennigo an Doue holl-c’halloudek ac’hanout ha ra lakaio ac’hanout da vezañ frouezhus ha da greskiñ ha ra zeui un niver bras a bobloù.
4Ra roio dit bennozh Abraham, dit ha da’z lignez ganit, evit ma vo dit ar vro emaout enni hag en deus roet Doue da Abraham!
5Neuze Izaak a gasas Jakob. Hemañ a yeas da Baddan-Aram etrezek Laban mab Betuel an Aramean breur Rebeka, mamm Jakob hag Ezaü.
6Ezaü a welas penaos Izaak en doa benniget Jakob, en doa e gaset da Baddan-Aram evit kemer ur wreg eno hag, en ur vennigañ anezhañ, en doa gourc'hemennet dezhañ, o lavarout: Ne gemeri ket ur wreg a-douez merc'hed Kanaan.
7Gwelout a reas en doa sentet Jakob ouzh e dad hag ouzh e vamm, hag e oa aet da Baddan-Aram.
8EzaĂĽ, o welout eta e tisplije merc'hed Kanaan da Izaak e dad,
9a yeas da gavout Ismael hag a gemeras evel gwreg, ouzhpenn ar gwragez en doa, Mahalad merc'h Ismael mab Abraham ha c'hoar Nebajod.
10Jakob a guitaas Beer-Sheba hag a yeas da Charan.
11Erruout a reas en ul lec'h ma tremenas an noz ennañ, dre ma oa kuzhet an heol. Kemer a reas eta unan eus ar vein al lec'h-se evel plueg hag e kouskas el lec'h-se.
12Neuze en doe un huñvre. Setu, ur skeul a oa kempennet war an douar hag he fenn a stoke an neñvoù, ha setu, aeled Doue a bigne hag a ziskenne drezi.
13Ha setu, an AOTROU en em zalc'he a-us dezhi hag a lavaras: Me eo an AOTROU, Doue Abraham da dad ha Doue Izaak. An douar ma'z out gourvezet warni a roin dit ha da'z lignez.
14Da lignez a vo evel poultr an douar; hag en em strewi er c'huzh-heol hag er sav-heol, en hanternoz hag er c'hreisteiz, hag holl diegezhioĂą an douar a vo benniget ennout hag ez lignez.
15Setu, me a zo ganit hag e tiwallin ac'hanout e kement lec'h ma'z i, hag e tegasin ac'hanout er vro-mañ rak ne zilezin ket ac'hanout ken em bo graet ar pezh am eus lavaret.
16Jakob a zihunas eus e gousk hag a lavaras: A-dra-sur, an AOTROU a zo el lec'h-mañ ha ne ouien netra a-se!
17Aon en doe hag e lavaras: Pegen spontus eo al lec'h-mañ. Amañ eo emañ ti Doue, hag amañ emañ dor an neñvoù!
18Jakob a savas beure-mat hag a gemeras ar maen en doa tapet evel plueg, en lakaas en e sav evel ur peul hag e skuilhas eoul war e benn.
19Gervel a reas al lec'h-se Betel#28:19 = ti Doue. Met diagent, anv ar gĂŞr a oa Luz.
20Jakob a reas ur gouestl, o lavarout: Ma vez Doue ganin, ma tiwall ac'hanon er veaj a ran, ma ro bara din da zebriñ ha dilhad da wiskañ,
21ha ma tistroan e peoc'h da di va zad, an AOTROU a vo va Doue
22hag ar maen-mañ am eus lakaet en e sav evel ur peul a vo ti Doue; hag eus kement a roi din, e roin dit an deog gant lealded.
Currently Selected:
Geneliezh 28: Koad21
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in