Geneliezh 20:6-7
Geneliezh 20:6-7 KOAD21
Doue a lavaras dezhañ en un huñvre: Gouzout a ran ec'h eus graet kement-se en eeunded da galon, setu perak em eus da harzet da bec'hiñ a-enep din. Setu perak n'em eus ket da lezet da stekiñ outi. Met bremañ rent e wreg d'an den-se, rak ur profed eo; pediñ a raio evidout hag e vevi. Met ma ne rentez ket anezhi, gouez penaos e varvi a-dra-sur, te ha kement a zo dit.