Oberoù an Ebestel 8:29-31
Oberoù an Ebestel 8:29-31 KOAD21
Ar Spered a lavaras da Filip: Tosta ha kae betek ar c’harr-se. Filip a zeredas hag a glevas e lenne ar profed Izaia. Lavarout a reas dezhañ: Ha kompren a rez ar pezh a lennez? Eñ a respontas: Penaos e c’hellfen ma n’eus hini ebet da gelenn ac’hanon? Hag e pedas Filip da bignat ha d’azezañ en e gichen.