YouVersion Logo
Search Icon

Oberoù an Ebestel 12

12
Pennad 12
Pêr toullbac’het, ha dieubet gant un ael
1En hevelep amzer, ar roue Herodez en em lakaas da wallgas hiniennoù eus an Iliz. 2Lazhañ a reas dre ar c’hleze Jakez breur Yann. 3O welout e plije kement-se d’ar Yuzevien, e reas pakañ Pêr ivez. Kement-se a c’hoarvezas e-pad devezhioù ar bara hep goell. 4O vezañ kroget ennañ ha taolet anezhañ er prizon, en roas da ziwall da beder skouadenn a bevar soudard pep hini, o fellout dezhañ e gas dirak ar bobl goude ar Pask. 5Pêr eta a oa diwallet er prizon, met an Iliz a rae hep paouez pedennoù da Zoue evitañ. 6En nozvezh a-raok an deiz ma tlee Herodez e lakaat da vezañ kaset er-maez, Pêr a gouske etre daou soudard, ereet gant div chadenn. Gwarded a oa dirak an nor evit diwall ar prizon. 7Ha setu, un ael eus an Aotrou a zeuas hag ur sklêrijenn a lugernas er prizon. An ael a vountas Pêr dre e gostez hag a zihunas anezhañ, o lavarout: Sav buan! Ar chadennoù a gouezhas eus e zaouarn. 8An ael a lavaras dezhañ: En em c’houriz ha laka da sandalennoù. Hag en greas. Hag e lavaras dezhañ: En em bak e-barzh da vantell hag heuilh ac’hanon. 9Mont a reas er-maez hag e heulias anezhañ hep gouzout ha gwir e oa ar pezh a rae an ael; met krediñ a rae en doa ur weledigezh. 10P’o doe tremenet ar c’hentañ hag an eilvet gward, e teujont d’an nor houarn a yae e kêr, hag e tigoras anezhi hec’h-unan dirazo. O vezañ aet er-maez, ez ejont a-hed ur straed. Kerkent an ael en em dennas digantañ. 11O vezañ distroet ennañ e-unan, Pêr a lavaras: Bremañ ec’h ouzon e gwirionez en deus an Aotrou degaset e ael hag en deus va zennet eus dorn Herodez hag eus kement a c’hortoze ar bobl yuzev. 12Goude bezañ prederiet, e teuas da di Mari mamm Yann lesanvet Mark, e-lec’h ma oa dastumet kalz a dud o pediñ. 13P’en doe Pêr skoet war dor ar porzh, ur vatezh anvet Rode a zeuas da selaou. 14O vezañ anavezet mouezh Pêr, en abeg d’he levenez, ne zigoras ket ar porzh, met redek a reas da lavarout e oa Pêr e-tal ar porzh. 15Lavarout a rejont dezhi: diskiant out. Met hi a zalc’has da zisklêriañ e oa an dra evel-se. Hag e lavarjont: E ael eo. 16Met Pêr a gendalc’has da skeiñ. Pa o doe digoret, e weljont anezhañ hag e voent souezhet bras. 17Oc’h ober sin dezho gant e zorn da devel, e kontas dezho penaos en doa an Aotrou e zegaset er-maez eus ar prizon, hag e lavaras: Roit da anavezout kement-mañ da Jakez ha d’ar vreudeur. Hag ez eas er-maez etrezek ul lec’h all. 18Pa voe deuet an deiz, e voe un drubuilh vras e-touez ar soudarded da c’houzout petra e oa deuet Pêr da vezañ. 19Herodez, o vezañ lakaet d’e glask hep gallout e gavout, a reas goulennoù ouzh ar warded hag a c’hourc’hemennas o degas kuit. Neuze e tiskennas eus Judea da Gezarea hag e chomas eno.
Marv Herodez
20Herodez a oa droug ennañ a-enep tud Tir ha Sidon. Met int a zeuas a-unvan d’e gavout hag, o vezañ gounezet Blastuz, an hini a oa e penn da gambr ar roue, e c’houlennjont ar peoc’h, abalamour o bro a denne he bevañs eus hini ar roue. 21D’un deiz divizet, Herodez, gwisket gant e zilhad-roue hag azezet war e dron, a reas ur brezegenn dezho. 22Ar bobl a grias: Mouezh un doue eo, n’eo ket hini un den! 23Met kerkent, un ael eus an Aotrou a skoas anezhañ, dre ma n’en doa ket roet gloar da Zoue. Hag e varvas, krignet gant ar preñved. 24Ha ger Doue a greske hag en em skuilhe. 25Barnabaz ha Saol, goude bezañ peurechuet o c’harg, a zistroas eus Jeruzalem, o vezañ ivez kemeret ganto Yann lesanvet Mark.

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in