YouVersion Logo
Search Icon

1 Pêr 2

2
Pennad 2
Jezuz, maen bev ha maen-korn
1O tilezel eta pep fallentez, pep touellerezh, pep troidellerezh, pep gwarizi ha pep droukkomz, 2c’hoantait evel bugale nevez-c’hanet laezh glan ar ger, evit ma c’hellot kreskiñ drezañ, 3peogwir hoc’h eus tañvaet ez eo mat an Aotrou, 4en ur dostaat outañ, eñ hag a zo ar maen bev taolet kuit gant an dud, met dibabet gant Doue ha prizius. 5C’hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist. 6Dre-se eo lavaret er Skritur: Setu, e lakaan e Sion ur maen-korn dibabet ha prizius, hag an hini a gredo ennañ ne vo ket mezhekaet. 7Resev a reot eta an enor, c’hwi ar re a gred. Met evit ar re zifeiz, ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ ar maen-korn, 8ur maen-kouezh hag ur roc’h a wallskouer. Int en em stok a-enep dezhañ o tisentiñ ouzh ar ger, hag evit kement-se eo ez int bet tonket. 9Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus, 10c’hwi ha ne oac’h ket gwechall ur bobl met a zo bremañ pobl Doue, c’hwi ha n’ho poa ket kavet trugarez met hoc’h eus kavet bremañ trugarez.
Doujañs e-keñver ar renerien hag ar vistri
11Re garet-mat, ho pediñ a ran evel diavaezidi ha beajourien d’en em virout diouzh an droukc’hoantoù kigel a ra brezel ouzh an ene, 12oc’h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Zoue e deiz ar weladenn, o welout hoc’h oberoù mat e-lec’h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec’h torfedourien. 13Plegit eta, abalamour d’an Aotrou, da gement tra ensvet gant an dud, pe d’ar roue evel d’an hini a zo dreist ar re all, 14pe d’ar c’houarnourien evel da dud kaset eus e berzh da gastizañ ar re a ra an droug ha da aprouiñ ar re a ra ar mad. 15Rak bolontez Doue eo, ma serrot ar genoù da ziouiziegezh an dud dibourvez a skiant-vat en ur ober ar mad, 16evel o vezañ frank, nann evel tud a ra eus al librentez ur ouel da c’holeiñ o fallentez, met evel servijerien Doue. 17Enorit an holl dud, karit an holl vreudeur, doujit Doue, enorit ar roue. 18Servijerien, bezit sentus ouzh ho mistri e pep doujañs, nann hepken ouzh ar re a zo mat ha dous, met ivez ouzh ar re a zo diaes. 19Rak ur c’hras eo pa zeu unan bennak da c’houzañv enkrezioù en abeg d’e goustiañs e-keñver Doue, o poaniañ en gaou. 20Rak peseurt gloar a zeu deoc’h mar gouzañvit gant pasianted bezañ skoet pa hoc’h eus graet an droug? Met mar gouzañvit gant pasianted ar poan evit bezañ graet ar mad, kement-se a zo ur c’hras eus Doue. 21Da gement-se eo ez oc’h bet galvet, peogwir Krist ivez en deus gouzañvet poanioù evidoc’h, o lezel deoc’h ur skouer evit ma kerzhot war e lerc’h, 22eñ ha n’en deus graet pec’hed ebet ha n’eus ket bet kavet tromplerezh en e genoù, 23eñ, dismegañset, na rente dismegañs ebet, gwallgaset, na rae gourdrouz ebet met en em lakae dindan an hini a varn gant reizhder, 24eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù. 25Rak bez’ e oac’h evel deñved dianket, met bremañ ez oc’h distroet da vesaer ha diwaller hoc’h eneoù.

Currently Selected:

1 Pêr 2: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in