YouVersion Logo
Search Icon

1 Korintiz 4

4
Pennad 4
Ar ministrerezh a Abostol
1Ra vimp sellet gant pep hini evel servijerien Krist ha merourien misterioù Doue. 2A-hend-all, ar pezh a c’houlenner digant ar verourien, eo ma vefe kavet pep hini feal. 3Evidon-me, e ra nebeut a dra din bezañ barnet ganeoc’h pe gant ul lez-varn den. Ha n’en em varnan ket kennebeut va-unan, 4rak n’en em gavan kablus a netra. Koulskoude n’on ket reishaet abalamour da-se, met an hini a varn ac’hanon eo an Aotrou. 5Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c’halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi. 6Breudeur, an traoù-se am eus treukaset warnon ha war Apolloz abalamour deoc’h, evit ma teskot ennomp tremen hep soñjal en tu-hont d’ar pezh a zo skrivet, hag evit na zeuio hini ac’hanoc’h d’en em c’hwezhañ gant an ourgouilh evit unan a-enep egile. 7Rak piv a laka ac’hanout evel disheñvel? Petra ac’h eus ha ne’c’h eus ket resevet? Ha ma ec’h eus e resevet, perak e tennez gloar anezhañ evel ma ne’z pije ket e resevet? 8Dija hoc’h eus resevet ho kwalc’h, dija ez oc’h pinvidik, emaoc’h o ren hepdomp. Ha ra renot e gwirionez, evit ma renimp ivez ganeoc’h. 9Rak me a soñj din en deus Doue hon diskouezet, ni an ebestel, evel ar re ziwezhañ eus an dud, evel kondaonet d’ar marv, ouzh hol lakaat da wel d’ar bed, d’an aeled ha d’an dud. 10Ni a zo foll abalamour da Grist, met c’hwi a zo fur e Krist. Ni a zo dinerzh, met c’hwi a zo kreñv. C’hwi a zo en enor, met ni a zo disprizet. 11Betek vremañ hon eus naon ha sec’hed, omp en noazh, skeiñ a reer war hon dremm, emaomp o redek amañ hag ahont. 12En em skuizhañ a reomp o labourat gant hon daouarn hon-unan. Dismegañset, e vennigomp; heskinet, e c’houzañvomp; 13falstamallet, ec’h aspedomp. Deuet omp betek vremañ evel skubadur ar bed, distaoladur an holl. 14Ne skrivan ket an traoù-mañ evit ober mezh deoc’h, met ho kelenn a ran evel va bugale karet-mat. 15Pa ho pefe zoken dek mil mestr e Krist, n’ho pefe ket meur a dad, rak me eo an hini en deus ganet ac’hanoc’h e Jezuz-Krist dre an Aviel. 16Ho pediñ start a ran eta, bezit va heñvelerien. 17Abalamour da gement-se eo em eus kaset deoc’h Timote, va mab karet-mat ha feal en Aotrou. Degas a raio soñj deoc’h eus va hentoù e Krist ha penaos e prezegan dre holl en holl Ilizoù.
Hiniennoù a zo en em c’hwezhet gant an ourgouilh, ...
18Hogen hiniennoù a zo en em c’hwezhet gant an ourgouilh, evel ma ne dlejen ket dont en ho touez. 19Met mont a rin prest en ho touez, mar fell d’an Aotrou, hag ec’h anavezin nann ar c’homzoù met ar galloud eus ar re a zo en em c’hwezhet. 20Rak rouantelezh Doue n’emañ ket er c’homzoù met er galloud. 21Petra a fell deoc’h? Mont a rin d’ho kavout gant ur wialenn, pe gant karantez hag ur spered a zouster?

Currently Selected:

1 Korintiz 4: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in