1
Psalmou 37:4
Levr ar Psalmou 1873 (Williams)
Laka da zudi enn Aotrou; hag ben a roiô d’id goulennou da galoun.
Compare
Explore Psalmou 37:4
2
Psalmou 37:5
Diskouez d’ann Aotrou da bent; ha laka da fisians enn han, hag ben her grâi.
Explore Psalmou 37:5
3
Psalmou 37:7
Bez sioul enn Aotrou, ha gortoz anezhan hep poan na klemm; na sav ket a zrouk enn-od ouz ann hini en deuz eur-vad enn hé hent, nag ouz ann den a ra traou direiz.
Explore Psalmou 37:7
4
Psalmou 37:3
Laka da fisians enn Aotrou, ba gra ar mad, bag ez i da choum war ann dou-ar, hag e vezi maget gand he vadou.
Explore Psalmou 37:3
5
Psalmou 37:23-24
Kammejou ann den just a vezo renet gand ann Aotrou; hag hen a gavô mad he hent. Mar kouez, na vezo ket diskaret a-grenn; rag ann Aotrou a laka he zourn dindan-han.
Explore Psalmou 37:23-24
6
Psalmou 37:6
Hag hen a lakai da skedi da justis evel eur c’houlaouen, ha da varn evel ar c’hreisteiz.
Explore Psalmou 37:6
7
Psalmou 37:8
Dilez ar goler drouk ha kas kuit ar gounnar; n’en em hegas ket e giz e bed da ober drouk.
Explore Psalmou 37:8
8
Psalmou 37:25
Iaouangc ounn bet, ha brema ounn koz; ha n’em euz ket gwelet eunn den just dilezet, nag he wenn o klask he vara.
Explore Psalmou 37:25
9
Psalmou 37:1
N’en em hegas ket abalamour d’ann dûd drouk, ha n’as pez ket avi ouz ar ré a ra fallagriez.
Explore Psalmou 37:1
Home
Bible
Plans
Videos