1
Sant Lucas 6:38
Testamant Nevez 1897 (Jenkins)
roit, hag e vezo roet deoc’h; roet e vezo deoc’h en ho parlen eur muzur mad, moustret, hag hijet, ken a rullio dreist ar bord; rag diouz ar memeus muzur gant pehini e vuzurit e vezo muzuret deoc’h.
Compare
Explore Sant Lucas 6:38
2
Sant Lucas 6:45
An den mad a denn traou mad euz a denzor mad he galon, hag an den fall a denn traou fall euz a denzor fall he galon; rag euz a abondans ar galon eo e komz ar genou.
Explore Sant Lucas 6:45
3
Sant Lucas 6:35
Mes karit hoc’h enebourien, grit vad, ha prestit hep gortoz netra, hag ho recompans a vezo braz, hag e veot bugale an Holl‐C’halloudec, rag hen a zo mad e‐kenver ar re ingrat hag ar re fall.
Explore Sant Lucas 6:35
4
Sant Lucas 6:36
Bezit eta trugarezus, evel ma’z eo ive ho Tad leun a drugarez.
Explore Sant Lucas 6:36
5
Sant Lucas 6:37
Na varnit ket, ha na veot ket barnet; na gondaonit ket, ha na veot ket condaonet: pardonit, hag e veot pardonet
Explore Sant Lucas 6:37
6
Sant Lucas 6:27-28
Mes me a lavar deoc’h‐hu pere a zelaou ac’hanoun: Karit hoc’h enebourien; grit vad d’ar re ho deuz kassoni ouzoc’h; roit ho pennoz d’ar re a ro malloz deoc’h ha pedit evit ar re a wall‐gomz ouzoc’h
Explore Sant Lucas 6:27-28
7
Sant Lucas 6:31
Kement tra e karfec’h gwelet an dud all oc’h ober deoc’h, grit‐han ive dezhe.
Explore Sant Lucas 6:31
8
Sant Lucas 6:29-30
d’an hini a sko ac’hanoud var eur jod, tro outhan da jod all; hag an hini a lam da vantel diganez, lez anezhan da gemeret ive da zae. Ro da gement hini a c’houlen diganez, ha mar teu unan‐benag da lemmel diganez da dra, na c’houlen ket anezhan diganthan.
Explore Sant Lucas 6:29-30
9
Sant Lucas 6:43
Gwezen vad e‐bed na ro frouez fall, ha gwezen fall e‐bed na ro frouez mad.
Explore Sant Lucas 6:43
10
Sant Lucas 6:44
Rag pep gwezen a vez anavezet diouz he frouez. Na vez ket dastumet a fiez divar ar spern, na rezin divar ar bod‐drez.
Explore Sant Lucas 6:44
Home
Bible
Plans
Videos