Kas a reaz anezhan ive da Jerusalem, hag e lekeaz anezhan var lein an templ, hag e lavaraz dezhan: Mar d’oud Mab Doue, en em daol ac’hann d’an traon; rag scrivet eo e c’hourc’hemeno d’he elez divar da ben, evit ma tiwallint ac’hanoud, ha ma tougint ac’hanoud etre ho daouarn, gant aoun na stokfe da droad ouz eur mean‐benag. Mes Jesus a respontaz dezhan: Lavaret eo: Na denti ket an Aotrou da Zoue.