Neuze Jesus, o veza savet en he za, hag evel na vele den nemed ar vaouez, a lavaraz dezhi: Maouez peleac’h ema ar re a oa ouz da damal? N’ed oud bet condaonet gant hini anezhe? Hou‐man a lavaraz: Gant hini, Aotrou. Jesus a lavaraz dezhi: Me na gondaonan ket ac’hanoud ken neubeud; kea ha na bec’h mui.