Evel‐se, c’houi a zo breman en dristidigez; mes ho kwelet a rin a‐nevez, hag ho calon a vezo karget a levenez, ha den ne hallo lemmel ho levenez diganeoc’h. Hag en deiz‐ze na c’houlennot ken netra diganen.
E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, kement a c’houlennot digant an Tad em hano, hen roio deoc’h.