1
Sant Ian 13:34-35
Testamant Nevez 1897 (Jenkins)
Eur gourc’hemen nevez a roan deoc’h; Ma en em garot an eil egile; ma en em garot an eil egile, evel ma em euz‐me ho karet. Dre an dra‐man e c’hanavezo an holl ez oc’h va diskibien, mar hoc’h euz karantez an eil evit egile.
Compare
Explore Sant Ian 13:34-35
2
Sant Ian 13:14-15
Rag‐se mar em euz‐me, me pehini eo an Aotrou hag ar Mestr, gwalc’het deoc’h ho treid, c’houi a dle ive gwalc’hi ho treid an eil d’egile. Rag roet em euz deoc’h eur skouer, evit ma reot evel ma em euz great deoc’h.
Explore Sant Ian 13:14-15
3
Sant Ian 13:7
Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhan: Na ouzoud ket breman petra a ran; mes gouzoud a ri divezatoc’h.
Explore Sant Ian 13:7
4
Sant Ian 13:16
E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Ar mevel n’e ket brassoc’h eged he vestr, nag ar c’hannad brassoc’h eged an hini hen deuz hen digasset.
Explore Sant Ian 13:16
5
Sant Ian 13:17
Mar gouzoc’h an traou‐ze, ez oc’h eürus, gant m’ho lakeot en pratic.
Explore Sant Ian 13:17
6
Sant Ian 13:4-5
a zavaz diouz koan, hag a lammaz he vantel; hag o veza kemeret eul lienen, hen lekeaz en dro dezhan. Goude‐ze e lekeaz dour en eur vasin, hag en em lekeaz da walc’hi treid he ziskibien, ha d’ho zec’ha gant al lienen a oa en dro dezhan.
Explore Sant Ian 13:4-5
Home
Bible
Plans
Videos