1
Lukaz 9:23
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Hag e lavaras d’an holl: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz bemdez ha ra heulio ac’hanon.
Compare
Explore Lukaz 9:23
2
Lukaz 9:24
Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez he c’hollo, met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din he saveteo.
Explore Lukaz 9:24
3
Lukaz 9:62
Jezuz a respontas dezhañ: An hini a laka e zorn war an arar hag a sell war e lerc’h, n’eo ket dereat evit rouantelezh Doue.
Explore Lukaz 9:62
4
Lukaz 9:25
Rak petra a dalvfe d’un den gounit ar bed holl, mar en em zistrujfe pe mar en em gollfe e-unan?
Explore Lukaz 9:25
5
Lukaz 9:26
Rak piv bennak en devo mezh ac’hanon hag eus va c’homzoù, Mab an den en devo mezh anezhañ pa zeuio en e c’hloar hag e hini an Tad hag an aelez santel.
Explore Lukaz 9:26
6
Lukaz 9:58
Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n’en deus lec’h ebet evit harpañ e benn.
Explore Lukaz 9:58
7
Lukaz 9:48
hag a lavaras dezho: Piv bennak a zegemer ar bugel bihan-se em anv a zegemer ac’hanon. Ha piv bennak a zegemer ac’hanon a zegemer an hini en deus va c’haset. Rak an hini ac’hanoc’h holl a zo ar bihanañ, hennezh eo a vo bras.
Explore Lukaz 9:48
Home
Bible
Plans
Videos