1
Yann 7:38
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
An hini a gred ennon, stêrioù dour a vuhez a redo eus e askre, evel ma lavar ar Skritur.
Compare
Explore Yann 7:38
2
Yann 7:37
An deiz diwezhañ eus ar gouel bras, Jezuz a savas hag a grias: Mar en deus unan bennak sec’hed, ra zeuio da’m c’havout ha ra evo.
Explore Yann 7:37
3
Yann 7:39
Met e lavaras kement-se eus ar Spered a dlee resev ar re a gredje ennañ, rak ar Spered-Santel ne oa ket bet c’hoazh roet, abalamour ma ne oa ket bet c’hoazh savet Jezuz en e c’hloar.
Explore Yann 7:39
4
Yann 7:24
Na varnit ket hervez an diavaez, met barnit hervez ar reizhder.
Explore Yann 7:24
5
Yann 7:18
An hini a gomz anezhañ e-unan a glask e c’hloar e-unan, met an hini a glask gloar an hini en deus e gaset, a zo gwirion, ha n’eus ket a zireizhder ennañ.
Explore Yann 7:18
6
Yann 7:16
Jezuz a respontas dezho: Va c’helennadurezh n’eo ket ac’hanon, met eus an hini en deus va c’haset.
Explore Yann 7:16
7
Yann 7:7
Ar bed ne c’hell ket ho kasaat, met kasaat a ra ac’hanon, abalamour ma roan testeni anezhañ penaos eo fall e oberoù.
Explore Yann 7:7
Home
Bible
Plans
Videos