1
Jakez 1:2-3
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Va breudeur, sellit evel ul levenez vras an temptadurioù a bep seurt en em gav ganeoc’h, o c’houzout penaos amprouenn ho feiz a laka ar basianted da sevel ennoc’h.
Compare
Explore Jakez 1:2-3
2
Jakez 1:5
Ma vank furnez da unan bennak ac’hanoc’h, ra c’houlenno digant Doue a ro d’an holl gant largentez hep rebech, hag e vo roet dezhañ.
Explore Jakez 1:5
3
Jakez 1:19
Evel-se va breudeur karet-mat, ra vo pep den buan da selaou, gorrek da gomz, gorrek da gounnariñ
Explore Jakez 1:19
4
Jakez 1:4
Ha ra zeuio ar basianted da gas hec’h oberenn da benn, evit ma viot peurvat ha peurc’hraet hep mankout e netra.
Explore Jakez 1:4
5
Jakez 1:22
Bezit oberourien eus ar ger, ha na vezit ket selaouerien hepken oc’h en em dromplañ hoc’h-unan dre arguzennoù fals.
Explore Jakez 1:22
6
Jakez 1:12
Eürus an den a c’houzañv an temptadur, rak goude bezañ bet amprouet, e resevo ar gurunenn a vuhez en deus an Aotrou prometet d’ar re a gar anezhañ.
Explore Jakez 1:12
7
Jakez 1:17
pep gras dispar ha pep donezon peurvat a zeu eus an nec’h hag a ziskenn eus Tad ar sklêrijenn, na vez ennañ na kemmadur na skeud a cheñchamant.
Explore Jakez 1:17
8
Jakez 1:23-24
Rak mar d-eo unan bennak ur selaouer eus ar ger ha nann un oberour, ez eo heñvel ouzh un den a sell ouzh e zremm naturel en ur melezour ha, goude bezañ sellet outañ, a ya kuit hag a ankounac’ha kerkent penaos e oa.
Explore Jakez 1:23-24
9
Jakez 1:27
Ar relijion glan ha dinamm dirak Doue hon Tad, eo gweladenniñ an emzivaded hag an intañvezed en o glac’har, hag en em virout diouzh saotroù ar bed.
Explore Jakez 1:27
10
Jakez 1:13-14
Ra ne lavaro den pa vez temptet: Doue eo a dempt ac’hanon. Rak Doue ne c’hell ket bezañ temptet gant an droug hag e-unan ne dempt den. Met pep hini a zo temptet pa’z eo sachet hag hualet gant e zroukc’hoant e-unan.
Explore Jakez 1:13-14
11
Jakez 1:9
Ra gavo gloar ar breur a stad izel pa vez uhelaet
Explore Jakez 1:9
Home
Bible
Plans
Videos