1
Hebreed 4:12
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Rak ger Doue a zo bev ha nerzhus, lemmoc’h eget kleze a zaou droc’h ebet, o treuziñ betek disparti an ene diouzh ar spered, ar juntoù diouzh ar mel, hag o merzhout soñjezonoù ha mennadoù ar galon.
Compare
Explore Hebreed 4:12
2
Hebreed 4:16
Tostaomp eta gant fiziañs ouzh tron ar c’hras, evit kaout trugarez ha kavout gras, hag evit bezañ sikouret en amzer dereat.
Explore Hebreed 4:16
3
Hebreed 4:15
Rak n’hon eus ket ur beleg-meur na c’hellfe ket kaout truez d’hon dinerzhded, er c’hontrol temptet eo bet eveldomp en holl draoù, met hep pec’hiñ.
Explore Hebreed 4:15
4
Hebreed 4:13
N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.
Explore Hebreed 4:13
5
Hebreed 4:14
Peogwir eta hon eus ur beleg meur en deus treuzet an neñv, Jezuz Mab Doue, dalc’homp start hon anzavadenn a feiz.
Explore Hebreed 4:14
6
Hebreed 4:11
En em akedomp eta da antreal en diskuizh-se, gant aon na gouezhfe unan bennak en un hevelep diskredoni.
Explore Hebreed 4:11
Home
Bible
Plans
Videos