An AOTROU a santas ur c'hwezh vat hag an AOTROU a lavaras en e galon: Ne villigin ken an douar abalamour d'an den rak natur kalon an den a zo fall adalek e yaouankiz, ne skoin ken kement a vev evel em eus graet.
Keit ha ma pado an douar, an haderezh hag an eost, ar yenijenn hag an tommder, an hañv hag ar goañv, an deiz hag an noz n'ehanint ket.