1
Oberoù an Ebestel 11:26
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
hag, o vezañ e gavet, e tegasas anezhañ da Antioch. E-pad ur bloavezh leun, en em zastumjont gant an Iliz hag e kelennjont ur bobl vras. En Antioch eo e voe roet, evit ar wech kentañ, an anv a Gristenien d’an diskibien.
Compare
Explore Oberoù an Ebestel 11:26
2
Oberoù an Ebestel 11:23-24
Pa voe deuet eno ha pa welas gras Doue, en em laouenaas a gement-se hag ec’h alias anezho holl da chom stag ouzh an Aotrou gant ur galon start. Rak un den mat e oa, leun eus ar Spered-Santel hag a feiz, hag ul lod bras a dud en em unanas gant an Aotrou.
Explore Oberoù an Ebestel 11:23-24
3
Oberoù an Ebestel 11:17-18
Pa en deus Doue roet dezho an hevelep donezon ha deomp-ni ar re o deus kredet en Aotrou Jezuz-Krist, piv e oan-me evit enebiñ ouzh Doue? O vezañ klevet an traoù-se, e sioulajont hag e rojont gloar da Zoue, o lavarout: Doue en deus eta roet ivez d’ar baganed ar geuzidigezh, evit m’o devo ar vuhez.
Explore Oberoù an Ebestel 11:17-18
Home
Bible
Plans
Videos