E kement-se en em laouenait, petra bennak ma’z oc’h tristaet bremañ evit un nebeud amzer dre veur amprouenn pa’z eo ret e c’hoarvezfe kement-se, evit ma teuio amprouenn ho feiz, priziusoc’h eget an aour a ya da goll hag a zo koulskoude amprouet dre an tan, da dreiñ evidoc’h e meuleudi, enor ha gloar, da emziskuliadur Jezuz-Krist.