1
1 Korintiz 2:9
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Met evel ma’z eo skrivet: Bez’ int traoù n’en deus ket lagad an den gwelet, na skouarn an den klevet, ha n’int ket pignet e kalon an den, traoù en deus Doue kempennet evit ar re a gar anezhañ.
Compare
Explore 1 Korintiz 2:9
2
1 Korintiz 2:14
Koulskoude an den naturel ne gompren ket traoù Spered Doue, rak evel follentez int evitañ, ha ne c’hell ket o anavezout rak dre ar spered eo e varner anezho.
Explore 1 Korintiz 2:14
3
1 Korintiz 2:10
Doue en deus o diskuliet deomp dre e Spered. Rak ar Spered a furch an holl draoù, zoken donderioù Doue.
Explore 1 Korintiz 2:10
4
1 Korintiz 2:12
Hogen ni, n’hon eus ket resevet spered ar bed, met ar Spered a zeu eus Doue, evit ma anavezimp an traoù a zo bet roet deomp gant Doue dre c’hras.
Explore 1 Korintiz 2:12
5
1 Korintiz 2:4-5
Va c’homz ha va frezegenn n’int ket bet dalc’het e lavarioù fromus furnez an den, met en un diskouezadur a Spered hag a c’halloud, evit na vo ket savet ho feiz war furnez an dud, met war galloud Doue.
Explore 1 Korintiz 2:4-5
Home
Bible
Plans
Videos