Geneliezh 2
2
Pennad 2
1Evel-se e voe echuet an neñvoù hag an douar, hag o holl arme.
2Er seizhvet deiz, Doue en doa echuet e holl oberenn en doa graet, hag e tiskuizhas er seizhvet deiz eus e holl oberenn en doa graet.
3Doue a vennigas ar seizhvet deiz hag en santelaas, abalamour ma tiskuizhas ennañ eus e holl labour en doa krouet ha graet Doue.
4Setu ginivelezhioù an neñvoù hag an douar pa voent krouet, en deiz ma reas an AOTROU Doue an douar hag an neñvoù.
5Plantenn ebet eus ar parkeier ne oa c'hoazh war an douar ha geotenn ebet eus ar parkeier ne ziwane c'hoazh, rak an AOTROU Doue n'en doa ket lakaet ar glav da gouezhañ war an douar ha ne oa den ebet da labourat an douar,
6met ur vrumenn a savas eus an douar hag a zouraas holl c'horre an douar.
7Neuze an AOTROU Doue a stummas an den eus poultrenn an douar hag a c'hwezhas en e zivfron ur c'hwezhadenn a vuhez. Hag an den a zeuas da vezañ un ene bev.
8Neuze an AOTROU Doue a blantas ul liorzh en Eden, diouzh kostez ar sav-heol, hag e lakaas enni an den en doa graet.
9An AOTROU Doue a lakaas da ziwanañ eus an douar pep seurt gwez dudius d'ar gweled ha mat da zebriñ, hag ar wezenn a vuhez e-kreiz al liorzh, ha gwezenn anaoudegezh ar mad hag an droug.
10Ur stêr a zeue er-maez eus Eden da zourañ al liorzh, hag ac'hane en em lodenne hag e rae peder brec'h.
11Anv ar gentañ stêr eo Pishon; hounnezh eo an hini a ra tro holl vro Havila, e-lec'h ma ez eus aour.
12Aour ar vro-se a zo mat, eno e vez kavet ar bdeliom hag ar maen-oniks.
13Anv an eil stêr eo Gihon; hounnezh eo an hini a ra tro holl vro Gush.
14Anv an deirvet stêr eo Hiddekel; hounnezh eo an hini a red e sav-heol Asiria. Ar bedervet stêr eo an Eufratez.
15An AOTROU Doue a gemeras an den hag a lakaas anezhañ e liorzh Eden d'he labourat ha d'he diwall.
16An AOTROU Doue a roas d'an den ar gourc'hemenn-mañ, o lavarout: Eus holl wez al liorzh e c'helli debriñ gant frankiz,
17met, eus gwezenn anaoudegezh ar mad hag an droug ne c'helli ket debriñ diouti, rak an deiz ma tebri diouti e varvi a-dra-sur.
18An AOTROU Doue a lavaras: N'eo ket mat e vefe an den e-unan, ober a rin dezhañ ur skoazell heñvel outañ.
19An AOTROU Doue a reas eus an douar holl anevaled ar parkeier hag holl laboused an neñvoù, hag e lakaas anezho da zont etrezek Adam evit gwelout penaos ec'h anvje anezho ha ma vije anv pep boud bev an anv a roje Adam dezhañ.
20Adam a roas anvioù d'an holl chatal, da laboused an neñvoù ha da holl anevaled ar parkeier; met evit an den, ne gavas skoazell ebet heñvel outañ.
21Neuze an AOTROU Doue a lakaas ur morgousk bras war Adam, hag e kouskas. Kemer a reas unan eus e gostezennoù hag e stardas ar c'hig en he lec'h.
22An AOTROU Doue a reas ur vaouez digant ar gostezenn en doa kemeret eus Adam, hag he degasas da gavout Adam.
23Adam a lavaras: Houmañ a zo bremañ askorn eus va eskern ha kig eus va c'hig! Houmañ a vo anvet denez rak kemeret eo bet eus an den.
24Setu perak an den a guitaio e dad hag e vamm hag en em stago ouzh e wreg, hag e vint ur c'hig hepken.
25Int a oa o-daou en noazh, an den hag e wreg, ha n'o doa ket mezh.
Избрани в момента:
Geneliezh 2: Koad21
Маркирай стих
Споделяне
Копиране
Искате ли вашите акценти да бъдат запазени на всички ваши устройства? Регистрирайте се или влезте