1
Geneliezh 3:6
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Pa welas ar wreg e oa ar frouezh mat da zebriñ ha plijus d'an daoulagad, ha ma oa prizius evit digeriñ ar skiant, e kemeras eus he frouezh hag e tebras diouto. Reiñ a reas ivez diouto d'he fried a oa ganti, hag hemañ a zebras diouto.
Сравни
Разгледайте Geneliezh 3:6
2
Geneliezh 3:1
An naer a oa an ijinusañ eus holl anevaled ar parkeier en doa graet an AOTROU Doue. Lavarout a reas d'ar wreg: Petra! Ha lavaret en deus Doue: C'hwi ne zebrot ket eus pep gwezenn a zo el liorzh?
Разгледайте Geneliezh 3:1
3
Geneliezh 3:15
Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.
Разгледайте Geneliezh 3:15
4
Geneliezh 3:16
Lavarout a reas d'ar wreg: Kreskiñ a rin kalz da boan ha da vrazezded, genel a ri bugale gant poan, da c'hoantoù a zroio etrezek da ozhac'h hag eñ a reno warnout.
Разгледайте Geneliezh 3:16
5
Geneliezh 3:19
Debriñ a ri bara dre c'hwezenn da zremm betek ma tistroi en douar ma'z out bet kemeret anezhañ, rak poultr out hag e tistroi er poultr.
Разгледайте Geneliezh 3:19
6
Geneliezh 3:17
Lavarout a reas da Adam: Pa ec'h eus sentet ouzh mouezh da wreg ha pa ec'h eus debret eus ar wezenn em boa roet dit an urzh-mañ diwar he fenn: Ne zebri ket diouti! e vo an douar milliget abalamour dit. Debriñ a ri e frouezh gant poan e-pad holl zeizioù da vuhez
Разгледайте Geneliezh 3:17
7
Geneliezh 3:11
An AOTROU Doue a lavaras: Piv en deus lavaret dit e oas en noazh? Ha debret ec'h eus diouzh ar wezenn em boa urzhiet dit na zebrjes ket?
Разгледайте Geneliezh 3:11
8
Geneliezh 3:24
Kas eta a reas an den kuit, hag e lakaas e sav-heol liorzh Eden ar cherubined, gantañ ur c'hleze flammus o treiñ a bep tu, evit diwall hent ar wezenn a vuhez.
Разгледайте Geneliezh 3:24
9
Geneliezh 3:20
Adam a anvas e wreg Eva, o vezañ ma'z eo bet mamm an holl re vev.
Разгледайте Geneliezh 3:20
Начало
Библия
Планове
Видеа